Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 6:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 ma’z on ar c’hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 evit pehini e ran ar garg a gannad er chadennou, evit ma c’hellin komz euz anezhan gant hardiegez, evel ma tlean hen ober.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 6:20
31 Iomraidhean Croise  

Ar c'hannad fall a gouezh en droug, met ar c'hannad leal a zegas ar yec'hed.


Setu ma kriont er straedoù an dud kreñv, ha ma ouel gant c'hwervder ar gannaded a beoc'h.


Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude m'en doe Nebuzaradan penn ar warded e gaset en-dro eus Rama. Pa gasas d'e gerc'hat, e oa ereet gant chadennoù e-touez harluidi Jeruzalem ha Juda dindan mont da Vabilon.


Neuze ar c’habiten a dostaas, a grogas ennañ hag a c’hourc’hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet.


Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c’hoazh ar re holl a selaou ac’hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ.


Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc’h, rak abalamour da esperañs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mañ.


o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.


Pêr hag an ebestel a respontas: Ret eo sentiñ ouzh Doue kentoc’h eget ouzh an dud.


O kaout eta un hevelep esperañs, en em renomp gant ul librentez vras,


Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc’h aspediñ drezomp. Ho pediñ a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue!


Abalamour da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc’h-c’hwi ar baganed,


Pediñ a ran eta ac’hanoc’h, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ,


hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel


hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.


Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.


Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù,


hag evit ma roin d’e anavezout evel ma tlean komz diwar e benn.


Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc’h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras.


Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n’en deus ket bet mezh eus va chadennoù,


e c’houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n’eo ket ereet.


e pedan ac’hanout evit va bugel Onezim, am eus ganet o vezañ er chadennoù,


koulskoude e pedan kentoc’h ac’hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,


E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur.


Re garet-mat, c’hoant bras am boa da skrivañ diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus soñjet e oa ret din henn ober evit hoc’h aspediñ da stourm evit ar feiz a zo bet roet d’ar sent ur wech evit mat.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan