Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 6:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 hag evidoun‐me ive, evit ma vezo roet d’in ar galloud da gomz em liberte, ha gant hardiegez, evit rei da anaoud myster an Aviel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 6:19
34 Iomraidhean Croise  

Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.


Chom a rejont koulskoude pell a-walc’h, o komz gant hardizhegezh, harpet war an Aotrou a roe testeni da c’her e c’hras en ur ober mirakloù ha burzhudoù dre o daouarn.


En em lakaat a reas da gomz gant hardizhegezh er sinagogenn. Akilaz ha Prisilha o vezañ e glevet, a gemeras anezhañ ganto hag a zisplegas dezhañ gant muioc’h a evezh hent Doue.


Mont a reas er sinagogenn hag e komzas gant hardizhegezh e-pad tri mizvezh, o prezeg hag o lakaat da grediñ war ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.


Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz.


o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.


O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.


Ha bremañ, Aotrou, sell ouzh o gourdrouzoù ha ro da’z servijerien ar galloud da zisklêriañ da c’her gant ur wir hardizhegezh,


P’o doe pedet, al lec’h ma oant dastumet ennañ a grenas. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag e tisklêrjont ger Doue gant hardizhegezh.


Neuze Barnabaz en kemeras, en kasas d’an ebestel hag a lavaras dezho penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhañ war an hent hag en doa komzet outañ, ha penaos en doa prezeget gant hardizhegezh e Damask en anv Jezuz.


Komz ha tabutal a rae gant ar C’hresianegerien, met ar re-mañ a glaske e lakaat da vervel.


Ho pediñ a ran start eta, breudeur, dre hon Aotrou Jezuz-Krist ha dre garantez ar Spered, ma vrezelot ganin er pedennoù a reot da Zoue evidon,


D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,


dre ma’z oc’h bet pinvidikaet ennañ e pep doare, e kement a sell ouzh ar gomz hag ouzh an anaoudegezh,


prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar,


Ra vimp sellet gant pep hini evel servijerien Krist ha merourien misterioù Doue.


Sikouret omp ivez ganeoc’h dre ho pedennoù evidomp, evit ma teuio ar c’hras hon eus resevet dre meur a hini da vezañ anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn.


O kaout eta un hevelep esperañs, en em renomp gant ul librentez vras,


Hor genoù hon eus digoret evidoc’h, Korintiz, hor c’halon a zo en em ledanaet.


Komz a ran ouzhoc’h gant kalz a hardizhegezh, ul lec’h mat am eus da dennañ gloar ac’hanoc’h, leuniet on a frealz, karget on a levenez e-kreiz hon holl c’hlac’haroù.


Evel ma fonnit e pep tra, e feiz, e ger, en anaoudegezh, e gred a bep doare, e karantez evidomp, fonnit ivez en oberenn-mañ a c’hras.


o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,


hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist,


evit ma vo o c’halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,


Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù,


Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc’h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras.


A-hend-all, breudeur, pedit evidomp evit ma en em skuilho ger an Aotrou ha ma vo roet gloar dezhañ evel ma’z eo en ho touez,


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


War un dro, kempenn din ul lojeiz, rak esperout a ran e vin rentet deoc’h dre ho pedennoù.


Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiañs vat, o c’hoantaat en em gunduiñ mat en holl draoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan