Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 6:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Dalc’hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Bezit eta ferm, gouriz ar wirionez en‐dro d’ho kroazellou, ha gwisket gant cuirassen ar justis,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 6:14
13 Iomraidhean Croise  

An holl Voabiz o vezañ klevet e oa pignet ar rouaned d'ober brezel dezho, en em zastumas, adalek an holl re a oa en oad da c'hourizañ ar c'hleze ha dreistoc'h, hag en em zalc'hjont war an harzoù.


Gwiskañ a raen ar reizhder, va dilhad e oa, va eeunder a oa va mantell ha va zog.


Ar reizhder a vo gouriz e zivgroazell, hag ar fealded gouriz e zaougostez.


Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, ha tokarn ar silvidigezh war e benn, gwisket en deus ar veñjañs evel un dilhad, hag e oa goloet gant ar warizi evel gant ur vantell.


Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoù war enaou.


An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn.


er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoù ar reizhder a zalc’her a-gleiz hag a-zehou,


rak frouezh ar Spered en em zalc’h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.


Dre-se kemerit ganeoc’h harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot chom start en deizioù fall hag, o vezañ kendrec’het pep tra, e talc’hot start.


Met ni pa’z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh.


Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,


Evel-se e welis ar c’hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c’hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr.


Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d’an emgann.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan