Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 6:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot derc’hel start a-enep troidelloù an diaoul.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Gwiskit varnoc’h holl armou Doue, evit ma c’hellot stourm kalet ouz finessaou an diaoul.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 6:11
30 Iomraidhean Croise  

Lakaat a ris eta ouzh an traoñ a-dreñv ar voger, hag e lec'hioù dizolo, ar bobl dre diegezhioù, gant klezeier, goafioù ha gwaregoù.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.


An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn.


Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c’hig en e zroukc’hoantoù.


Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.


Rak hon armoù a vrezel n’int ket kigel, met galloudek int dre Zoue evit diskar ar c’hreñvlec’hioù,


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


evit ma n’en devo ket Satan ar gounid warnomp, rak n’omp ket hep anavezout e soñjoù.


evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.


er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoù ar reizhder a zalc’her a-gleiz hag a-zehou,


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez.


Dre-se kemerit ganeoc’h harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot chom start en deizioù fall hag, o vezañ kendrec’het pep tra, e talc’hot start.


hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer.


Met ni pa’z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh.


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


Sujit eta da Zoue, harpit ouzh an diaoul hag e tec’ho diouzhoc’h.


Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Met e lavaran deoc’h-c’hwi, d’ar re all a zo e Tiatira, da gement hini na resev ket ar gelennadurezh-se ha n’en deus ket anavezet donderioù Satan evel ma lavaront: Ne lakain bec’h all ebet warnoc’h,


evit ma'c'h anavezo ha ma tesko rummadoù mibien Israel petra eo ar brezel, da vihanañ ar re n'o doa ket e anavezet diagent:


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan