Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 5:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 abalamour an ozhac’h eo penn ar wreg, evel ma’z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 rag an ozac’h eo pen ar vreg, evel ma’z eo ar C’hrist ive ar pen euz an Iliz, pehini eo he gorf, euz a behini ez eo ar Zalver.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 5:23
11 Iomraidhean Croise  

Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


Ar boued a zo evit ar c’hof hag ar c’hof evit ar boued, met Doue a zistrujo an eil hag egile. Hogen ar c’horf n’eo ket evit an hudurniezh met evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c’horf.


met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.


Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d’o ezhec’h o-unan en holl draoù.


Eñ eo penn ar c’horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc’ho ar renk kentañ e pep tra.


hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac’hanomp eus ar gounnar da zont.


En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan