Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
Ha pa vo anavezet an urzh en devo graet ar roue, en e holl rouantelezh, daoust pegen bras eo, an holl wragez a enoro o friedoù, eus ar brasañ d'ar bihanañ.
Kas a reas lizheroù da holl broviñsoù ar roue, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, evit ma vefe pep gwaz mestr en e di. Embannet e voe hervez yezh pep pobl.