Bremañ ra vo doujañs an AOTROU warnoc'h. Taolit evezh ouzh ar pezh a reot, rak n'eus ket a zireizhder en AOTROU hon Doue, ne ra van eus diavaez an den, nag eus degemeridigezh a brofoù.
Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue.
Hag e lavaris: Ar pezh a rit n'eo ket mat. Ha ne fell ket deoc'h kerzhout e doujañs hon Doue, kentoc'h eget bezañ dismegañset dre ar broadoù hon enebourien?
Oc’h anavezout eta an doujañs a dleer d’an Aotrou, e kendrec’homp an dud. Doue a anavez ac’hanomp hag ec’h esperan ec’h anavezit ivez ac’hanomp en ho koustiañsoù.
O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.
Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.
Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.