Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 5:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 rentit grasou bepred evit pep tra da Zoue an Tad, en hano hon Aotrou Jesus‐Christ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 5:20
22 Iomraidhean Croise  

hag e lavaras: En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. An AOTROU en deus roet, an AOTROU en deus lamet. Ra vo anv an AOTROU benniget!


Salm David. Pa varvouzas an diskiant dirak Abimelek, ha penaos, kaset gantañ, ez eas kuit.


Embann a rin madelezhioù an AOTROU, meuleudioù an AOTROU, evit an holl vadoberoù en deus sevenet evidomp an AOTROU, hag evit fonnusted e vadelezh en deus sevenet evit ti Israel, en e drugarez hag e braster e garantez.


N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.


Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.


Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc’h holl, abalamour ma’z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl.


Trugarekaat a ran va Doue dalc’hmat evidoc’h, abalamour d’ar c’hras en deus Doue roet deoc’h e Jezuz-Krist,


Goude kement-se e teuio an diwezh, pa adroio ar rouantelezh da Zoue hag a zo ivez Tad, goude bezañ kaset da netra pep priñselezh, pep nerzh ha pep galloud,


na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc’h trugarekadennoù.


Trugarekaat a ran va Doue bep gwech ma soñjan ennoc’h,


Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


Pebezh trugarez na c’hellomp ket reiñ da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc’h!


Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver.


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


Met e tleomp trugarekaat Doue dalc’hmat abalamour deoc’h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.


Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan