Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 5:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 komzit etrezoc’h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a galon meuleudioù d’an Aotrou.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 komzit etrezoc’h assambles dre salmou, hymnou ha canticou spirituel, en eur gana hag en eur salmi en ho calon d’an Aotrou;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 5:19
16 Iomraidhean Croise  

Kanit d'an AOTROU gant trugarekadennoù, meulit hon Doue gant an delenn.


E Doue emañ va silvidigezh ha va gloar. Va roc'h nerzhus, va skoazell a zo e Doue.


Da veuliñ a rin eus kreiz va c'halon, AOTROU va Doue, hag e roin gloar da'z anv da viken,


En em ziskouezomp dirazañ gant meuleudioù, kinnigomp dezhañ hor c'hanaouennoù a levenez,


va servijerien a gano gant levenez en o c'halon ha c'hwi a huanado gant glac'har en ho kalon hag e yudot gant poanioù en ho spered.


Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin.


Goude m’o doe kanet ur c’hantik, ez ejont da Venez an Olived.


War-dro hanternoz, Paol ha Silaz a oa o pediñ hag o kanañ meuleudioù da Zoue, hag ar brizonidi o c’hleve.


Petra eta a zo d’ober? Pediñ a rin dre ar spered, met pediñ a rin ivez dre ar skiant. Kanañ a rin dre ar spered, met kanañ a rin ivez dre ar skiant.


Petra eta a zo d’ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac’hanoc’h ha bez’ en deus ur c’hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliañ.


Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.


Ha bez’ ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez’ ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù.


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan