Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 5:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Dre-se na vezit ket hep poell, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Rag‐se na vezit ket diboell, mes comprenit pehini eo bolontez an Aotrou.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 5:17
17 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras d'an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.


Penn-kentañ ar furnez eo doujañs an AOTROU. An holl re a heuilh e c'hourc'hemennoù a zo fur e gwirionez. E veuleudi a bad da viken.


Ro din da anavezout hent da gemennadurioù, hag e komzin eus da vurzhudoù.


Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh.


neuze e kompreni doujañs an AOTROU, hag e kavi anaoudegezh Doue.


Pren ar wirionez ha na werzh ket anezhi, pren ar furnez, an deskadurezh hag ar poell.


Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.


Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan.


N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.


Lakait evezh eta ouzhoc’h hoc’h-unan d’en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,


O mirit ha grit diouto, rak eno e vo ho furnez hag ho skiant dirak daoulagad ar pobloù, a lavaro o klevout an holl reolennoù-se: Ar vroad vras-mañ eo ar bobl hepken a zo fur ha skiantek!


Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,


En em renit gant furnez e-keñver ar re a-ziavaez, o tasprenañ an amzer.


Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver.


evit na vevo mui hervez droukc’hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c’hig.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan