Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 met kement a zo lakaet d’ar sklêrijenn a zo diskuliet sklaer, rak kement a zo bet diskuliet a zo sklêrijenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Mes kement tra a zo condaonet a zo diskouezet gant ar sclerijen; rag kement tra a ziskouezer a zeu da veza sclerijen.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 5:13
8 Iomraidhean Croise  

Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N'o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.


Ha bremañ e tizoloin he mezhegezh dirak daoulagad hec'h amourouzien, ha nikun n'he dieubo diouzh va dorn.


Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.


Gouzañv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhañ, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklêrijenn, hag e welin e reizhder.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,


Ha da behini eus an aeled en deus biskoazh lavaret: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan