Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 4:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d’egile, evel m’en deus Doue pardonet deoc’h ivez e Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

32 Mes bezit mad an eil e‐kenver egile, truezus, o pardoni an eil d’egile, evel ma hen deuz Doue pardonet deoc’h ive er C’hrist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 4:32
34 Iomraidhean Croise  

Abalamour da'z komz, hag hervez da galon, ec'h eus graet an holl draoù bras-se, evit o reiñ da anavezout da'z servijer.


Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.


An AOTROU a zo mat evit an holl, hag e druez a zo ouzh e holl oberennoù.


An den reizh a gemer preder gant ene e loen, met trugarez ar re zrouk a zo kriz.


Poell an den a zalc'h e gounnar, hag e enor eo ankounac'haat ar mankoù.


Kaerder an den eo e vadelezh, ha gwelloc'h eo ar paour eget ar gaouiad.


An hini reizh a ya da get, ha den ne daol evezh; ar re vat a zo lamet kuit, ha den ne gompren ez eo dilamet an hini reizh dirak an droug.


Ebed-Melek an Etiopad a lavaras da Jeremiaz: Laka ar pilhoù kozh hag an truilhoù-se dindan da zivgazel, dindan ar c'herdin. Ha Jeremiaz a reas evel-se.


pardon deomp hor pec’hedoù evel ma pardonomp ivez d’ar re o deus manket ouzhimp,


Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh.


dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec’h drezi,


pardon deomp hor pec’hedoù, rak ni a bardon ivez d’ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.


Mar pec’h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da’z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ.


Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.


Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.


An annezerien a ziskouezas en hor c’heñver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiñ a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d’ar glav a gouezhe ha d’ar yenijenn.


E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc’h en em enoriñ an eil egile.


Ar garantez a zo habask ha leun a vadelezh, ar garantez n’eo ket avius, ar garantez n’eo ket fougasus, n’en em c’hwez ket a ourgouilh,


D’an hini eta a bardonit, e pardonan ivez dezhañ, hag evidon ar pezh am eus pardonet, mar em eus pardonet un dra bennak, eo abalamour deoc’h dirak Krist,


en hevelep doare ma tleit pardoniñ dezhañ hag e frealziñ, gant aon na vefe bec’hiet gant un dristidigezh re vras.


er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,


Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,


Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc’hidigezh. Klevet hoc’h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec’h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.


gant an doujañs-Doue ar vadelezh a vreur, gant ar vadelezh a vreur ar garantez.


Mar anzavomp hor pec’hedoù, eñ a zo feal ha reizh evit o fardoniñ deomp hag evit hor glanaat a bep direizhder.


Bugale vihan, skrivañ a ran deoc’h dre ma’z eo pardonet ho pec’hedoù deoc’h abalamour d’e anv.


Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keñver ar re vev hag e-keñver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mañ a zo kar deomp, hag emañ eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan