Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 4:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Ra vo pep c’hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

31 Ra vezo taolet kuit euz ho touez pep c’houervder, pep kassoni, pep coler, pep scrijaden, pep gwall‐deodat, hag ive pep drougviez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 4:31
62 Iomraidhean Croise  

Ezaü a gasaas Jakob abalamour d'ar vennozh en doa roet dezhañ e dad. Hag Ezaü a lavaras en e galon: Deizioù kañv va zad a dosta hag e lazhin Jakob va breur.


Ruben a glevas kement-se hag a dennas anezhañ eus o daouarn. Lavarout a reas: Na lamomp ket e vuhez digantañ.


E vreudeur, o welout penaos e kare e dad anezhañ muioc'h eget e holl vreudeur, a gasae anezhañ, ha ne c'hellent ken komz outañ e peoc'h.


Ha Kain a gomzas da Abel e vreur. Evel ma oant er parkeier, Kain en em savas a-enep Abel e vreur hag en lazhas.


Absalom ne gomze na fall na mat ouzh Amnon, met Absalom a gasae Amnon dre m'en doa gwallet Tamar e c'hoar.


Ha droukkomzet en deus eus da servijer dirak ar roue va aotrou. Met ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue. Gra ar pezh a gavi mat.


Tud Israel a respontas da dud Juda hag a lavaras: Dek lodenn hon eus gant ar roue, hag ez omp evit David muioc'h egedoc'h. Perak eta hoc'h eus hon disprizet? Ha n'omp ket bet ar re gentañ da gomz eus lakaat hor roue da zistreiñ? Met tud Juda a gomzas garvoc'h eget tud Israel.


Lemel a rin kuit an hini a zroukkomz e kuzh diwar-benn e nesañ. Ne c'hellin ket padout gant an hini en deus ar sell faeüs hag ar galon c'hwezet.


Ro gouezho glaou devus warno! Ra o stlapo en tan, en tonnoù don na savint ket diouto!


an hini n'implij ket e deod da villigañ, an hini na ra ket droug d'e nesañ ha na zismegañs ket e amezeg,


Gourdrouz ar gounnar, ha chom pell diouzh ar vuanegezh, na gounnar ket gant aon d'ober fall.


Pa azezez, e komzez a-enep da vreur, hag e tizenor mab da vamm.


Va gwarez diouzh irienn ar re zrouk, diouzh tousmac'h ar vicherourien a zireizhder,


Ar gasoni a atiz ar stourmadegoù, met ar garantez a c'holo an holl fazioù.


An hini a guzh ar gasoni en deus muzelloù touellus, hag an hini a skuilh an drouklavar a zo diboell.


An den buanek a ra sotonioù, hag an den gwidreüs a zo kasaet.


Komzoù an teodeger a zo evel lipouzerezh, mont a reont betek donañ ar c'hof.


Erez ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, met e c'hrad-vat a zo evel ar c'hlizhenn war ar geot.


Avel an hanternoz a zegas ar glav, hag an teod a zrouksoñj e kuzh a zegas an dremm buanek.


Pa n'eus ket a goad e varv an tan, evel-se pa n'eus ket a deodeger e paouez an tabut.


An den a gounnar a atiz ar stourmadegoù, hag an den imoret a ra kalz a walloù.


Pa stourm un den fur gant un diskiant, pe e krozo pe e c'hoarzho, n'en devo ket a ziskuizh.


ar falstest a lavar gevier, hag an hini a zegas stourmadegoù etre breudeur.


Na hast ket en em nec'hiñ ez spered, rak an desped a chom e bruched ar re ziskiant.


Holl int disent, ha muioc'h eget disent, droukkomzerien, evel arem hag houarn, holl int aet brein.


Ra ziwallo pep hini ouzh e vignon ha ra ne fizio e breur ebet, rak pep breur a glask distroadañ, ha pep mignon a skuilh drouklavaroù.


Ar gêr holl en em savas hag a bobl en em zastumas. O vezañ kroget e Paol, e stlejont anezhañ er-maez eus an templ ha kerkent e voe serret an dorojoù.


o genoù a zo leun a vallozh ha c’hwervoni,


Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.


Dre-se eta, lidomp ar gouel, nann gant ar goell kozh na gant ur goell a zroug hag a fallentez, met gant ar bara hep goell eus an eeunder hag eus ar wirionez.


Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,


idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù,


da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc’hoantoù tromplus,


Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.


Mar en em lakait e fulor, na bec’hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor


Ezhec’h, karit ho kwragez ha n’en em drenkit ket a-enep dezho.


Met bremañ, c’hwi ivez, dilezit an holl draoù-se, ar gounnar, ar gasoni, ar fallentez, an droukkomz, ar c’homzoù dizonest a c’hellfe dont er-maez eus ho kenoù.


En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù.


nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,


Ha gant kement-se, o vezañ didalvez, en em gustumont da vont eus an eil ti d’egile, ha n’int ket hepken didalvez, met ivez komzerezed ha kurius, o lavarout traoù n’int ket dereat.


Kas kuit ar c’haozioù foll ha difrouezh, o c’houzout penaos e tegasont tabutoù.


hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d’an dud vat,


Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d’ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest,


ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d’ar gwin, ra gelennint ar mad,


Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,


Met mar d-eus ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.


Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.


O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,


ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.


Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit penaos muntrer ebet n’en deus ar vuhez peurbadus o chom ennañ.


Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan