Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 4:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an hini a zo en ezhomm.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Ra zeuio an hini a laere, da choum hep laerez mui; mes kentoc’h ra labouro gant he zaouarn da eun dra vad‐benag, evit m’hen devezo peadra da rei d’an hini a zo en dienez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 4:28
33 Iomraidhean Croise  

diskouez din ar pezh na welan ket, mar em eus graet traoù direizh, ne rin ken?


Ne c'hoantai ket ti da nesañ, ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ.


An hini a laero un den hag en gwerzho, hag an hini a vo kavet hemañ etre e zaouarn, a vo lakaet d'ar marv.


Ar pinvidigezhioù deuet dre wall hent a vo bihanaet, met an den a zastum dre e labour o c'hresko.


E pep labour ez eus ur gounid bennak, met komzoù ar muzelloù ne zegasont nemet dienez.


ne ra nemet c'hoantaat a-hed an deiz, met an den reizh a ro ha n'espern netra.


An hini a guzh e bec'hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.


gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? Ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.


Astenn a ra he dorn d'ar paour, ha dougen a ra he daouarn d'an ezhommeg.


Petra! Laerezh a rit, muntrañ a rit, avoultriñ a rit, touiñ a rit e gaou, kinnig a rit ezañs da Vaal, mont a rit war-lerc'h doueoù all n'anavezit ket,


N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.


Hag e lavaras din: Ar vallozh eo en em skuilh war-c'horre an holl vro; hervezi pep laer a vo lamet kuit ac'hann, hag hervezi pep falstouer a vo lamet kuit ac'hann.


Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.


Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.


Lavarout a rae kement-se, n’eo ket m’en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc’hel ar yalc’h, e kemere ar pezh a lakaed enni.


Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc’h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d’ar beorien.


Kemerit lod en ezhommoù ar sent. Bezit buan da reiñ degemer en ho ti.


En em skuizhañ a reomp o labourat gant hon daouarn hon-unan. Dismegañset, e vennigomp; heskinet, e c’houzañvomp;


Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.


penaos, o vezañ bet amprouet dre galz a c’hlac’haroù, e-kreiz puilhentez o levenez hag o brasañ paourentez, o deus skuilhet gant fonnder madoù o largentez.


Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.


ma raint ar mad, ma vint pinvidik en oberoù mat, prest da reiñ, da lodennañ,


Ra zesko hor re ivez d’ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh.


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan