27 ha na roit ket digor d’an diaoul.
27 ha na roit ket a zigor d’an diaoul.
Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec’h eus lavaret gaou d’ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?
N’en em veñjit ket hoc’h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d’ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.
Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot derc’hel start a-enep troidelloù an diaoul.
krogit dreist-holl skoed ar feiz da c’hellout mougañ holl daolioù loskus an hini drouk,
Sujit eta da Zoue, harpit ouzh an diaoul hag e tec’ho diouzhoc’h.
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.