Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 4:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Mar en em lakait e fulor, na bec’hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Mar en em lakit en coler, diwallit da bec’hi; diwallit ne deufe an heol da guzat var ho coler;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 4:26
22 Iomraidhean Croise  

Gourdrouz ar gounnar, ha chom pell diouzh ar vuanegezh, na gounnar ket gant aon d'ober fall.


Gouezit penaos en deus dibabet an AOTROU ur c'haret-mat. An AOTROU a glev ac'hanon pa grian dezhañ.


Ha da holl servijerien, ar re a zo aze, a ziskenno da'm c'havout hag a stouo dirazon o lavarout: Kae kuit, te hag an holl bobl a zo war da lerc'h! Ha goude-se, me a yelo kuit. Moizez, droug ennañ, a guitaas ti Faraon.


An hini a zo gorrek da gounnariñ en deus kalz a veiz, met an hini a zo buan da fuloriñ a ziskouez e follentez.


Poell an den a zalc'h e gounnar, hag e enor eo ankounac'haat ar mankoù.


Avel an hanternoz a zegas ar glav, hag an teod a zrouksoñj e kuzh a zegas an dremm buanek.


Na hast ket en em nec'hiñ ez spered, rak an desped a chom e bruched ar re ziskiant.


Dastumet e vo Aaron gant e bobl; ned aio ket er vro am eus roet da vibien Israel, dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloù e doureier Meriba.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.


Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo.


Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.


E c'hopr a roi dezhañ en deiz memes, a-raok ma kuzho an heol, rak paour eo hag e ene a c'hortoz kement-se. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec'hed evidout.


Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,


rak kounnar an den ne beurc’hra ket reizhder Doue.


Jonatan a savas diouzh taol, droug bras ennañ, ha ne gemeras ket e bred en eil deiz eus al loar nevez, rak glac'haret e oa abalamour da Zavid, dre m'en doa e zismegañset e dad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan