Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 4:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Setu aman eta ar pez a lavaran hag a destenian aberz an Aotrou: N’ho pezit mui ar memeus comportamant evel ar Jentiled all,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 4:17
35 Iomraidhean Croise  

En deizioù-se e welis e Juda tud a jaodre er waskerell d'ar sabad, ha reoù all a zegase herdin, a samme o ezen gant gwin, rezin, fiez ha traoù all, hag o degase da Jeruzalem e deiz ar sabad. Ober a ris rebechoù dezho, diwar-benn an deiz ma werzhent o zraoù.


An AOTROU en deus lavaret deoc'h, nemorant eus Juda: N'it ket d'an Ejipt! Gouezit a-dra-sur e tifennan-se ouzhoc'h hiziv.


Pa gousko ur vaouez gant un den a zeuio dioutañ sper kediadenn, en em walc’hint en dour, hag e vint dic’hlan betek an noz.


rak pemp breur am eus, evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec’h-mañ a boanioù.


O tud, perak e rit kement-se? N’omp nemet tud dalc’het d’an hevelep poanioù eveldoc’h. Prezeg a reomp deoc’h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m’en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.


Pa voe deuet Silaz ha Timote eus Makedonia, Paol, bountet gant ar Spered, a roas testeni gant hardizhegezh d’ar Yuzevien ez eo Jezuz ar C’hrist.


E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.


o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.


rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.


Fellout a ra din lavarout penaos, en ho touez, pep hini a lavar: Me a zo da Baol! Ha me da Apolloz! Ha me da Gefaz! Ha me da Grist!


Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c’hig hag ar gwad ne c’hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n’he deus ket an divreinusted da hêrezh.


A-hend-all: An hini a had gant pizhoni a vedo gant pizhoni, hag an hini a had gant fonnder a vedo gant fonnder ivez.


Setu ar pezh a lavaran: diwar-benn un emglev a oa bet a-ziaraok startaet gant Doue e Krist, al lezenn, deuet pevar c’hant tregont vloaz goude, n’he deus ket gallet e freuzañ ha terriñ ar bromesa.


Hag e testenian adarre da bep den en em laka da vezañ amdroc’het, ez eo ret dezhañ mirout al lezenn a-bezh.


Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d’an Iliz,


da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc’hoantoù tromplus,


Sentiñ a ri ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, hag e ri diouzh e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù a gelennan dit hiziv.


Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,


Lavarout a ran kement-se evit na dromplo den ac’hanoc’h gant prezegennoù touellus.


ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.


Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d’ober netra en un doare untuek.


Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,


Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren,


o c’houzout penaos n’eo ket dre draoù breinus, evel arc’hant pe aour, oc’h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan