Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 4:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 mes ma teuimp, en eur heuil ar wirionez er garantez, da greski en pep tra, en hini a zo ar pen, ar C’hrist;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 4:15
21 Iomraidhean Croise  

Eürus an den na damall an AOTROU dezhañ direizhder ebet, ha n'eus touell ebet en e spered!


Setu an traoù a zleit ober: Komzit hervez ar wirionez pep hini d'e nesañ, barnit en ho torioù gant gwirionez ha reizhder evit ar peoc'h.


Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.


Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


Met fellout a ra din e oufec’h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist.


Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.


Ne lavaran ket kement-se evit reiñ ur gourc’hemenn, met evit amprouiñ dre c’hred ar re all gwirionded ho karantez.


Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d’an Iliz,


Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,


ennañ an holl vatis, urzhiet mat, a sav evit bezañ un templ santel en Aotrou,


Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.


abalamour an ozhac’h eo penn ar wreg, evel ma’z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezañ.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,


Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.


Hi a lavaras dezhañ: Penaos e c'hellez lavarout: Me a gar ac'hanout? N'emañ ket da galon ganin! Teir gwech ec'h eus graet goap ouzhin, ha n'ec'h eus ket lavaret din a-belec'h e teu da nerzh bras.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan