Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 e c’hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 o veza griziennet ha fontet er garantez, ma c’hellot compren, assambles gant an holl zent, petra eo al lec’hed, an hed, an dounder hag an huelded,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 3:18
28 Iomraidhean Croise  

Bremañ eta, va Doue, sav ha deus da lec'h da ziskuizh, te hag arc'h da nerzh. AOTROU Doue, ra vo da aberzhourien gwisket a silvidigezh, ha ra laouenaio da re garet mat en o eurvad.


Met madelezh an AOTROU a zo a bep amzer ha da viken evit ar re a zouj anezhañ, hag e reizhder evit mibien o mibien,


Marv re garet-mat an AOTROU a zo prizius dirak e zaoulagad.


Ra vo da aberzhourien gwisket a reizhder, ha ra gano da re garet-mat gant levenez!


Re vurzhudus eo evidon an anaoudegezh-se, ken uhel ma ne c'hellan ket he c'hompren!


O AOTROU, da holl oberennoù az meulo, ha da re garet-mat az pennigo.


Ken uhel eo an neñvoù a-us d'an douar, ken uhel va hentoù a-us d'hoc'h hentoù, ha va soñjoù a-us d'ho soñjoù.


Hag e tec’hot dre an draonienn-menez-mañ, rak an draonienn-menez a astenno betek Azel. Tec’hout a reot evel ma hoc’h eus tec’het dirak ar c’hren-douar, en deizioù Ozia roue Juda. Neuze e teuio an AOTROU va Doue, hag an holl sent a vo ganit.


Den n’en deus brasoc’h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.


Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue.


An holl sent a salud ac’hanoc’h.


Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.


Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,


hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.


o vezañ klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent,


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan