Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Deuet eo da brezeg ar peoc’h deoc’h-c’hwi a oa pell ha d’ar re a oa tost,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ha deuet eo evit annons kelou mad ar peoc’h deoc’h‐hu, pere a oa pell, ha d’ar re a oa tost;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 2:17
22 Iomraidhean Croise  

Lakaet en deus ur c'horn da sevel evit e bobl, un abeg a veuleudi evit e holl re leal, evit mibien Israel, ar bobl a zo tost dezhañ. Meulit an AOTROU!


D'ar mestr-kaner; war "Al-Tashed"; salm; kanaouenn Azaf.


Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj anezhañ, evit ma vo ar gloar o chom en hon douar.


nemet e c'houlennfed diganin va gwarez, ra vo graet ar peoc'h ganin, ra vo graet ar peoc'h ganin.


Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!


Hag e tilamin ar c'hirri eus Efraim hag ar c'hezeg eus Jeruzalem, ha gwareg an emgann a vo lamet kuit. Komz a raio diwar-benn ar peoc'h ouzh ar broadoù, ren a raio eus ur mor d'egile, hag eus ar stêr da bennoù pellañ an douar.


Mar d-eo dellezek an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc’h warnañ, met, ma n’eo ket dellezek, ra zistroio ho peoc’h deoc’h.


Pe, piv eo ar wreg, mar he deus dek drakm ha mar deu da goll unan anezho, n’enaou ket ul lamp, ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh anezhañ, ken he defe e gavet?


Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!


Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc’h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.


Rak ar bromesa a zo evidoc’h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c’halvo an Aotrou hon Doue anezho.


Penaos eta e c’halvint an hini n’o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n’o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg?


O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,


Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc’h aspediñ drezomp. Ho pediñ a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue!


da vihanañ mar hoc’h eus selaouet anezhañ ha mar d-oc’h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennañ


Rak pehini eo ar vroad vras he defe he doueoù tost outi evel an AOTROU hon Doue bep gwech ma c'halvomp anezhañ?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan