Daniel 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 Hag un arme a voe deroet gant an aberzh hollbad en abeg d'an disentidigezh, hag e taolas ar wirionez d'an douar. Ober a reas kement-se hag e reas berzh.
Re reizh ez out, AOTROU, evit ma kavfen abeg ennout, koulskoude e komzin diwar-benn da varnedigezhioù. Perak e ra berzh hent ar re fall? Perak emañ e peoc'h an holl douellerien?
Hag e welis an tourz o skeiñ war ar c'huzh-heol, war an hanternoz ha war ar c'hreisteiz, ha loen ebet ne c'helle derc'hel dirazañ, ha ne oa den da zieubiñ eus e zorn. Ober a rae ar pezh a felle dezhañ, hag e teuas da vezañ bras.