Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Daniel 5:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 D'an noz-se, Belshazar roue ar Galdeiz a voe lazhet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Daniel 5:30
9 Iomraidhean Croise  

Dont a raio warnout an daou dra-se, en ur pennad hag en un hevelep deiz: kañvoù a vugale hag intañvelezh. Dont a raint warnout war un dro, en abeg da niver bras da strobinelloù, hag en abeg da c'halloud da achanterezh.


Stegnet em eus ur pech dit, hag ez out bet tapet, Babilon, ha n'anaveze ket. Kavet out bet ha tapet, dre ma ec'h eus stourmet a-enep an AOTROU.


Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.


Ur reder a redo en arbenn d'unan all, hag ur c'hannad en arbenn d'unan all, da gemenn da roue Babilon ez eo tapet e gêr a bep tu,


Pa vint tommaet, e kinnigin da evañ dezho, o mezviñ a rin, evit ma laouenaint ha ma kouskint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme an AOTROU.


Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.


Setu perak ez eont da vezañ harluet e penn an harluidi, ha festoù an dud orgedus a baouezo.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan