Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Daniel 4:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Diwar-benn ar pezh en deus gwelet ar roue, ur gedour a-douez ar sent o tiskenn eus an neñv hag o lavarout: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, met lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioù, ha gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier, ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod gant loened ar parkeier, betek ma vo tremenet warnañ seizh amzer,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Daniel 4:23
4 Iomraidhean Croise  

Ha mard eo bet lavaret lezel ar c'hef gant gwrizioù ar wezenn, ez eo ma vo restaolet da rouantelezh dit adalek ma ez po anavezet ez eo an neñv a ren.


Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.


Hag e klevis ur sant o komz, hag ur sant all a lavaras d'an hini a gomze: Betek pegeit e pado ar weledigezh diwar an aberzh hollbad hag an disentidigezh glac'harus, a laka ar santual hag an arme da vezañ mac'het?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan