Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Daniel 4:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Daniel 4:22
18 Iomraidhean Croise  

Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.


Neuze en doe un huñvre. Setu, ur skeul a oa kempennet war an douar hag he fenn a stoke an neñvoù, ha setu, aeled Doue a bigne hag a ziskenne drezi.


Neuze e lavaras Natan da Zavid: Te eo an den-se! Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Da olevet em eus da roue war Israel, ha da zieubet em eus eus dorn Saül,


Bez' e oa eno ur profed eus an AOTROU, anvet Oded, a yeas en arbenn d'an arme a zistroe da Samaria, hag a lavaras dezho: Setu, an AOTROU, Doue ho tadoù, a oa fuloret a-enep Juda, hag en deus lakaet anezho etre ho taouarn. O lazhet hoc'h eus gant un egar a zo aet betek an neñvoù.


Da veuliñ a rin e-touez ar pobloù, o AOTROU, da ganañ e-touez ar broadoù,


Raktresañ a ra traoù direizh war e wele, en em zerc'hel a ra war un hent n'eo ket mat, ne gasa ket an droug.


Graet em eus an douar, an dud hag al loened a zo war an douar, dre va nerzh bras ha va brec'h astennet, hag e roan anezho d'an hini a fell din.


Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Un erer bras, gant divaskell bras hag ur stuc'henn hir, goloet a bluñv fonnus ha liesliv, a zeuas d'al Liban hag a dapas brank uhelañ ar sedrezenn.


Eñ eo a gemm an amzerioù hag an degouezhioù, a ziskar ar rouaned hag a sav anezho, a ro ar furnez d'ar re fur hag ar ouiziegezh d'ar re skiantek.


Ar wezenn-se a oa deuet da vezañ bras ha kreñv, hag he lein a stoke ouzh an neñvoù, hag e veze gwelet eus pennoù an douar holl.


a oa kaer he delioù ha fonnus he frouezh, gant boued warni evit an holl, en em lakae dindani loened ar parkeier, hag a oa o chom en he brankoù laboused an neñv,


A-benn daouzek miz, evel ma kerzhe war e balez roueel e Babilon,


En amzer-se va skiant-vat a zistroas din, gloar va rouantelezh, va veurded ha va splannder a voe roet en-dro din. Va c'huzulierien ha va re vras am adc'houlennas, hag e voen adlakaet war va rouantelezh, hag ur c'hloar vrasoc'h am eus resevet.


rak Yann a lavare dezhañ: N’eo ket aotreet dit he c’haout evit gwreg.


rak he fec’hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan