Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Daniel 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Evel-se e voe dastumet ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù evit dedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar. Hag en em zalc'hjont dirak an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Daniel 3:3
11 Iomraidhean Croise  

Ar roue Nebukadnezar a gasas evit dastum ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù, evit ma teufent da zedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.


Ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien ha kuzulerien ar roue en em zastumas hag a welas n'en doa bet galloud ebet an tan war gorfoù an dud-se, ne oa devet blevenn ebet eus o fenn, ne oa ket kemmet o brageier, ha n'en doa ket intret enno c'hwezh an tan.


Hag un embanner a grias a vouezh uhel: Gourc'hemennet eo deoc'h, pobloù, broadoù, yezhoù,


n’eus den hag en deus skiant, n’eus den hag a glask Doue,


An hevelep menoz o deus hag e roint o nerzh hag o galloud d’al loen.


Rak Doue en deus lakaet en o c’halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d’al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc’hraet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan