Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.
Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!
N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.
Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .