Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Daniel 11:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ha pa vo savet, e vo bruzunet e rouantelezh, a vo rannet etrezek pevar avel an neñvoù. Ne vo ket roet d'e lignez, nag hervez e c'halloud m'en devo renet gantañ, rak e rouantelezh a vo drailhet ha roet da reoù all e-lec'h d'ar re-se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Daniel 11:4
24 Iomraidhean Croise  

Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez!  Ehan


Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.


Hag e c'hoarvezo, goude bezañ o diframmet, ma em bo c'hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiñ d'e hêrezh, ha pep hini d'e zouar.


Met ma ne selaouont ket, e tiframmin un hevelep broad hag e tistrujin anezhi, eme an AOTROU.


D'an ampoent e komzan diwar-benn ur vroad ha diwar-benn ur rouantelezh, evit diframmañ, diskar ha distrujañ,


Hag holl draonienn ar c'horfoù marv hag al ludu, hag an holl barkeier betek ar froud Kedron, betek korn dor ar C'hezeg war-zu ar sav-heol, a vo santel d'an AOTROU, ha ne vo biken diskaret na distrujet.


Lavarout a ri eta dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tiskarin ar pezh am eus savet, hag e tennin ar pezh am eus plantet, da lavarout eo an holl vro-mañ.


Hag e kasin war Elam ar pevar avel eus pevar fenn an neñvoù, hag e stlabezin anezho gant an holl avelioù-se, ha ne vo ket ur vroad ma ne zeuio ket enni tec'hidi Elam.


Hag e lavaras din: Profediñ a ri d'ar spered, profediñ a ri, mab an den, hag e lavari d'ar spered: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Spered, deus eus ar pevar avel, ha c'hwezh war al lazhidi-se, evit ma vevint.


Daniel a gomzas o lavarout: Me a selle em gweledigezh e-pad an noz, ha setu pevar avel an neñvoù a savas gant nerzh war ar mor bras.


Goude-se e sellis, ha setu unan all heñvel ouzh ul loupard hag en doa pevar askell labous war e gein. Pevar fenn en doa al loen-se, hag ar vestroniezh a voe roet dezhañ.


Eveshaat a ris ouzh ar c'herniel, ha setu ur c'horn bihan all a zeue eus o c'hreiz, ha tri eus ar c'herniel kentañ a voe diframmet dirazañ. Ha setu er c'horn-se e oa lagadoù evel lagadoù den, hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus.


O vezañ torret, ar pevar a zo deuet en e lec'h eo pevar roue a savo eus ar vroad-se, met n'o devo ket kement a nerzh.


Hag ar bouc'h a greskas kalz-meurbet, met pa voe galloudek, e gorn bras a voe torret. En e lec'h e savas pevar all heverk, etrezek pevar avel an neñvoù.


Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.


An ael a respontas hag a lavaras din: Bez' int pevar avel an neñvoù, o tont eus al lec'h m'en em zalc'hent dirak Aotrou an douar holl.


Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec’h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c’hello ket padout.


Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?


Goude-se, e welis pevar ael en em zalc’he e pevar c’horn an douar, o terc’hel ar pevar avel evit na c’hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan