Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Varnerien 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Neuze em eus lavaret: N'o c'hasin ket kuit a-zirazoc'h, met e-kichen ac'hanoc'h e vint, hag o doueoù a vo ur pech evidoc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Varnerien 2:3
11 Iomraidhean Croise  

servijañ a rejont o idoloù, ar pezh a voe ur pech evito,


Ne chomint ket ez pro gant aon na lakaint ac'hanout da bec'hiñ a-enep din, rak servijañ a rafes o doueoù ha kement-se a vefe ur stign evidout.


En em vir d'ober emglev gant tud ar vro emaout o vont enni, gant aon na vint ur stign evidout.


Met ma ne gasot ket kuit dirazoc'h annezidi ar vro, ar re anezho ho po lezet a-zilerc'h a vo spern d'ho taoulagad ha drez d'ho kostezioù, hag e waskint ac'hanoc'h er vro emaoc'h o vont da chom enni.


Distrujañ a ri an holl bobloù a roio dit an AOTROU da Zoue, da lagad a vo didruez ha ne serviji ket o doueoù, rak ur stign e vefe evidout.


anavezit penaos ne gendalc'ho ket an AOTROU ho Toue da gas kuit ar vroadoù-se dirazoc'h, met bez' e vint evidoc'h ur roued hag ur pech, ur skourjez ouzh ho kostezioù, drein en ho taoulagad, betek ma'z eot da get a-ziwar c'horre ar vro vat-mañ en deus roet deoc'h an AOTROU ho Toue.


me kennebeut ne gasin kuit a-zirazo broad ebet eus ar re a lezas Jozue pa varvas,


Kerkent ha m'en doe lavaret ael an AOTROU ar c'homzoù-se da holl vibien Israel, e savas ar bobl o mouezh, hag e leñvjont.


Kemer a rejont o merc'hed da wragez, hag e rojont o merc'hed d'o mibien, hag e servijjont o doueoù.


Gedeon a reas gant-se un efod, hag e lakaas anezhañ en e gêr en Ofra. Holl Israel a zeuas eno d'en em reiñ d'ar gasterezh war e lerc'h, hag e voe ur pech evit Gedeon hag evit e di.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan