Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 9:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ra vo gwenn da zilhad, ha ra chomo an eoul hep mankout war da benn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 9:8
15 Iomraidhean Croise  

a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.


Ha Mefiboshed mab Saül a ziskennas en arbenn d'ar roue. N'en doa ket graet war-dro e dreid na war-dro e varv, ha n'en doa ket gwalc'het e zilhad, abaoe an deiz ma oa aet kuit ar roue betek ma tistroas e peoc'h.


Mardoke a zeuas a-zirak ar roue, gant dilhad roueel limestra ha gwenn, ur gurunenn vras a aour, hag ur vantell a lin fin ha tane. Kêr Suza a laoske youc'hadennoù hag a laouenae.


Sevel a rez un daol dirazon, a-dal d'ar re am zrubuilh. Oleviñ a rez va fenn, va hanaf a zo leuniet.


Ne zebris meuz saourus ebet, na kig na gwin n'eas da'm genoù, n'en em olevis ket, ken na voe tremenet an teir sizhunvezh.


Evañ a reont gwin e kiboù bras, en em oleviñ a reont gant ar gwellañ c'hwezhioù-mat, ha n'int ket glac'haret gant dismantr Jozef.


Met pa yunez, laka c’hwezh-vat war da benn ha gwalc’h da zremm,


Te ne’c’h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c’hwezh-vat.


Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.


An armeoù a zo en neñv a heulie anezhañ war gezeg gwenn; gwisket e oant gant lin fin, gwenn, glan.


Roet eo bet dezhi d’en em wiskañ gant lin fin, glan, lugernus. Rak al lin fin eo oberoù reizh ar sent.


Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.


En em walc'h hag en em olev, laka da vantell warnout ha diskenn d'al leur. N'en em ro ket da vezañ anavezet gantañ ken n'en devo echu da zebriñ ha da evañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan