Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 9:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ar re vev, e gwirionez, a oar e varvint, met ar re varv n'ouzont netra. N'eus gopr ebet ken evito, rak o eñvor a zo ankouaet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 9:5
18 Iomraidhean Croise  

Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit.


Ma vo enoret e vibien, ne ouezo ket, ma vint disprizet, n'eveshaio ket outo.


Gouzout a ran e kasi ac'hanon d'ar marv, d'al lec'h merket evit an holl re vev.


ra vint atav dirak an AOTROU, ra vo o eñvor lamet kuit eus an douar,


Distro, AOTROU, dieub va ene, va savete abalamour da vadelezh.


Hag e vo anavezet da vurzhudoù en deñvalijenn, ha da reizhder e douar an ankounac'h?


Ne vez ket a eñvor eus an traoù a wechall, hag en hevelep doare ne vo ket a eñvor eus an traoù da zont e-touez ar re a zeuio diwezhatoc'h.


Eñvor an den fur ne bado ket pelloc'h eget hini an den diskiant, peogwir en deizioù da zont kement a zo a vo ankouaet. Penaos e varv ar fur evel an diskiant?


Gwelloc'h eo mont d'un ti a c'hañv eget mont d'un ti a fest, rak eno emañ diwezh pep den, hag an hini a zo bev a laka kement-se en e galon.


Ha neuze em eus gwelet ar re fall beziet, hag ar re o doa graet ar mad o deus tremenet; aet int pell eus al lec'h santel, ankouaet e kêr. Kement-se ivez a zo avel.


Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.


Bez' ez eus esperañs evit piv bennak a zo unanet d'an holl re vev, ha gwelloc'h eo ur c'hi bev zoken eget ul leon marv.


Marv int ha ne vevint ket ken, aet int da get ha ne savint ket ken, o c'hastizet hag o distrujet ec'h eus, kaset ec'h eus zoken da netra o eñvor.


A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.


Ha goude ar re-mañ holl, ar wreg a varvas ivez.


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan