Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 9:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Gwelloc'h eo ar furnez eget ar binvioù-brezel, met ur pec'her hepken a laka koll madoù bras.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 9:18
22 Iomraidhean Croise  

Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Da un den eveldout eo e c'hell da fallagriezh noazout, da vab an den eo e c'hell bezañ da reizhder talvoudus.


Ar c'helien marv a vrein hag a laka da verviñ eoul ar fronder; evel-se e ra un nebeud a follentez e-keñver an hini a zo prizet evit e furnez hag e c'hloar.


Mard eo dallet an houarn ha ma n'eo ket bet lemmet e zroc'h, e ranko kreskiñ div wech e nerzh. Met ar furnez he deus ar gounid da reiñ ampartiz.


Hag em eus gwelet he deus ar furnez ur gounid war ar follentez, evel ar sklêrijenn war an deñvalijenn.


Rak goloet emeur dindan skeud ar furnez evel dindan skeud an arc'hant, met an anaoudegezh he deus ar gounid-mañ: ar furnez a ro ar vuhez d'an hini en deus anezhi.


Ar furnez a ro muioc'h a nerzh d'an den fur eget dek gouarnour a vefe en ur gêr.


Neuze em eus lavaret: Furnez a zo gwelloc'h eget nerzh, ha koulskoude disprizet eo furnez ar paour, hag e gomzoù n'int ket selaouet.


Evel m’o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.


Akan mab Zerak, ha ne reas ket un torfed en ur gemer traoù lakaet da verz? Ha ne gouezhas ket fulor an AOTROU war holl vodadenn Israel? An den-se ne varvas ket e-unan evit e zireizhder.


Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.


Tud Ai a lazhas war-dro c'hwec'h den ha tregont, rak e redjont war o lerc'h adalek an nor betek Shebarim, hag e piljont anezho war un dinaou. Kalon ar bobl en em deuzas hag a zeuas da vezañ evel dour.


A-dra-sur, m'he dije debret hiziv ar bobl eus preizh hec'h enebourien he deus kavet, pegen brasoc'h e vije bet diskar ar Filistined?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan