Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 9:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Rak an den n'anavez ket zoken e amzer; evel ar pesked a zo kemeret er gwall roued hag al laboused a zo tapet el las, evel-se eo ereet an dud en amzer ar gwalleur, pa gouezh warno a-daol-trumm.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 9:12
28 Iomraidhean Croise  

Lakaat a ra rouedoù da gouezhañ war ar re zrouk, tan ha soufr hag an avel leskidik a vo o lod.


rak o diskar a c'hoarvezo trumm, ha piv a anavez ar gwalleur en em gavo d'an eil ha d'egile?


Bez' ez eus ur stign e pec'hed an den drouk, met an den reizh a gan hag a laouena.


Setu perak e teuio e ziskar a-daol-trumm, buan e vo bruzunet, ha ne vo pare ebet.


Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.


Dre ma n'eo ket sevenet buan ar setañs a-enep an oberoù fall, kalon an dud a zo leun a c'hoant d'ober an droug.


An den n'eo ket mestr d'e spered evit gallout e zerc'hel, ha n'en deus galloud ebet war zeiz ar marv. N'eus diskarg ebet eus an emgann-se, hag an drougiezh ne zieubo ket ar re a berc'henno anezhi.


Gwelet em eus ivez ar furnez-mañ dindan an heol, hag e seblante din un dra bouezus.


An hini a dec'ho dirak trouz ar spouron a gouezho er poull, an hini a vo adpignet eus kreiz ar poull a vo paket er roued, rak stouvelloù an nec'h a zigor, ha diazezoù an douar a gren.


en abeg da-se e vo evidoc'h an drougiezh-mañ evel freuz ur voger uhel o kinnig kouezhañ en ur faoutañ, hag en em vruzun a-daol-trumm.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn rin va roued warnout, en un niver bras a bobloù, hag e tennint ac'hanout em roued.


Pa'z aint, ec'h astennin warno va roued, o lakaat a rin da gouezhañ evel laboused an neñvoù, o c'hastizañ a rin, evel m'o deus klevet en o bodadeg.


Gedour Efraim a oa gant va Doue, met ar profed a zo ur roued eus ul labousetaer war e holl hentoù, un enebour ouzh ti e Zoue.


Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?


Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.


rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.


Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.


ha ma’z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc’h anezho ereet ha dindan e volontez.


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan