Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 9:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 9:11
35 Iomraidhean Croise  

Absalom hag holl dud Israel a lavaras: Kuzul Hushai an Arkiad a zo gwelloc'h eget kuzul Akitofel. Rak an AOTROU en doa divizet lakaat da gouezhañ kuzul Akitofel, hag a oa mat, evit ma teuio an droug war Absalom.


Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.


hag e lavaras: C'hwi, holl Juda ha tud Jeruzalem, ha te roue Jozafad, bezit evezhiek! Evel-henn e komz an AOTROU deoc'h: N'ho pet ket aon ha na spontit ket dirak an engroez bras-se, rak ne vo ket deoc'h da vrezeliñ, met da Zoue.


Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,


Te a zo lugernus ha leun a splannder, muioc'h eget menezioù al laeron.


An den fur a selaouo hag a gresko e ouiziegezh, an den skiantek a zegemero evezhiañs,


Goude em eus troet da brederiañ war ar furnez, ha war ar sotoni hag ar follentez. Rak petra a raio an den a zeu war-lerc'h ar roue? Ar pezh a zo dija bet graet.


Anavezet em eus e pado da viken kement en deus graet Doue, n'eus netra da lakaat ouzhpenn ha netra da lemel. Ha Doue en gra evit bezañ doujet.


Lavaret em eus em c'halon: Doue a varno an den reizh hag an den fall, rak eno ez eus un amzer evit pep mennozh hag evit pep oberenn.


Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioù a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroù, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.


Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Sell ouzh oberenn Doue, rak piv a c'hello eeunañ ar pezh en deus kammet?


Pep tra en em gav ingal gant an holl: an hevelep darvoud d'an den reizh ha d'an den fall, d'an den mat ha glan ha d'an hini dic'hlan, d'an den a ro aberzhoù ha d'an hini na ro ket; bez' emañ eus an den mat evel eus ar pec'her, eus an den a dou evel eus an hini en deus aon da douiñ.


Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.


Ra ne dec'ho ket ar skañvañ, ra ne redo ket ar c'hreñvañ! En hanternoz, war ribl stêr Eufratez, e strebotont hag e kouezhont!


Penaos e lavarit: Ni a zo tud galloudek ha kadarn em emgann?


Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,


Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?


Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.


Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ.


Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,


Ra ne lavari ket ez kalon: Va nerzh ha galloud va dorn o deus prenet din ar madoù-se.


Az pez soñj eus an AOTROU da Zoue, rak eñ eo a roio dit an nerzh da brenañ madoù, evit kadarnaat an emglev en deus touet da'z tadoù, evel m'emañ hiziv.


Evel-se David, gant ur vatalm hag ur maen, a voe kreñvoc'h eget ar Filistin, hag e skoas gant ar Filistin, hag en lakaas d'ar marv. David n'en doa kleze ebet en e zorn.


Neuze e sellot. Mar pign etrezek Bet-Shemesh, dre hent an harz, eo an AOTROU an hini en deus graet deomp an droug bras-se. Ma ne ra ket, e ouezimp n'eo ket e zorn en deus skoet warnomp, met eo c'hoarvezet kement-mañ ganeomp dre zarvoud.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan