Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 9:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 9:10
44 Iomraidhean Croise  

E holl vibien hag e holl verc'hed a zeuas d'e frealziñ, met ne felle ket dezhañ bezañ frealzet. Lavarout a reas: Diskenn a rin e kañv etrezek va mab e lec'h ar marv! Hag e dad a ouele dezhañ.


Bremañ lakait ho kalonoù hag hoc'h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d'an AOTROU Doue, evit degas arc'h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d'an ti a zle bezañ savet da anv an AOTROU .


David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .


Neuze e savis d'an noz, gant hiniennoù eus an dud, met ne zisklêriis da zen ar pezh en doa va Doue lakaet em c'halon d'ober da Jeruzalem. Ne oa ganin loen ebet nemet an hini ma oan warnañ.


Hag e komzas dirak e vreudeur ha dirak soudarded Samaria o lavarout: Petra a ra ar Yuzevien digalon-se? O lezel a raimp d'ober? Hag ec'h aberzhint? Hag ec'h echuint hiziv? Hag e lakaint da advevañ ar vein eus ar bernioù poultr-se, pa'z int bet devet?


Adsevel a rejomp eta ar voger, hag ar voger en he fezh a voe serret betek hanter hec'h uhelder. Ar bobl a laboure a-galon.


a-raok ma'z in kuit hep distreiñ, da vro an deñvalijenn ha skeud ar marv,


douar teñval evel an noz, e-lec'h m'emañ skeud ar marv hep urzh ebet, hag e-lec'h m'eo ar sklêrijenn evel an noz.


Tremen a reont en eurvad o deizioù, hag e tiskennont en ur pennad e lec'h ar marv.


Distro, AOTROU, dieub va ene, va savete abalamour da vadelezh.


Na lavar ket da'z nesañ, kae ha deus en-dro, ha me a roio dit warc'hoazh, pa vez ganit peadra.


Pa'z eo leun ar c'hoabrennoù, e skuilhont glav war an douar. Pa gouezh ur wezenn war-zu ar c'hreisteiz pe an hanternoz, e chomo el lec'h ma'z eo kouezhet.


Had da c'hreun adalek ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskuizhañ da noz, rak n'ouzout ket petra a zeuio da vat, hemañ pe hennezh, pe hag-eñ e vo an daou ivez mat.


Lavarout a raen: Pa'z eo sioul va deizioù, mont a ran betek dorojoù lec'h ar marv, lamet eo diganin an nemorant eus va bloavezhioù.


Va c'hlask a reot, hag em c'havot, dre ma klaskot ac'hanon a-greiz-kalon.


Kaleb a sioulaas ar bobl e-keñver Moizez hag a lavaras: Pignomp, kemeromp ar vro, ni a c'hell trec'hiñ warno!


Respont a rejont dezhañ: Dre n’en deus den ebet gopret ac’hanomp. It ivez da’m gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.


rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.


E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni.


E-keñver ar gred, na vezit ket didalvez. Bezit birvidik er spered. Servijit an Aotrou.


Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.


Mar deu Timote, lakait evezh ma vo hep aon en ho touez, rak labourat a ra da oberenn an Aotrou eveldon va-unan.


Ha n’ouzoc’h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg an holl a red, met unan hepken a resevo ar priz? Redit en un doare d’e c’hounit.


Redek a ran eta, n’eo ket en avantur, skeiñ a ran, n’eo ket war an aer.


adprenit an amzer rak an deizioù a zo fall.


Petra bennak ma reot, grit eñ a galon vat, evel o servijañ an Aotrou ha nann an dud,


Ha pa c'hoarvezo an arouezioù-se ganit, gra kement a gavo da zorn, rak Doue a zo ganit.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan