Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 8:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Bez' ez eus un avel a erru war an douar: tud reizh ma c'hoarvez ganto hervez oberoù ar re fall; hag ez eus ivez tud fall ma c'hoarvez ganto hervez oberoù ar re reizh. Lavaret em eus ez eo kement-se ivez un avel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 8:14
16 Iomraidhean Croise  

E kement-se holl, Job ne bec'has ket, ne rebechas netra da Zoue.


Perak e vev ar re zrouk, perak e koshaont, perak e kresk o galloud?


Setu, c'hwi hoc'h-unan hoc'h eus gwelet an traoù-mañ. Perak eta en em lezit da vont da soñjoù aner?


rak on bet avius ouzh ar re ziskiant, o welout berzh ar re zrouk.


Un droug am eus gwelet dindan an heol, evel ur fazi o tont eus ar rener:


Ar fur en deus e zaoulagad en e benn, hag an diskiant a gerzh en deñvalijenn. Met gouezet em eus ivez ec'h erru un hevelep darvoud ganto holl.


Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.


Gwelet em eus kement-mañ holl e-pad deizioù va avel: bez' ez eus un den reizh o vervel en e reizhder, hag un den fall o hiraat e zeizioù en e fallentez.


Re reizh ez out, AOTROU, evit ma kavfen abeg ennout, koulskoude e komzin diwar-benn da varnedigezhioù. Perak e ra berzh hent ar re fall? Perak emañ e peoc'h an holl douellerien?


Derc'hel a reomp bremañ evit eürus ar re lorc'hus. Ya, ar re a ra an drougiezh a ra berzh; ya temptañ a reont Doue, hag en em dennont!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan