Rak piv a oar ar pezh a zo mat evit an den en e vuhez, e-pad deizioù e vuhez a avel emañ o tremen evel ur skeud? Ha piv a c'hell lavarout d'un den ar pezh a vo war e lerc'h dindan an heol?
Gwelet em eus kement-mañ holl e-pad deizioù va avel: bez' ez eus un den reizh o vervel en e reizhder, hag un den fall o hiraat e zeizioù en e fallentez.
An den n'eo ket mestr d'e spered evit gallout e zerc'hel, ha n'en deus galloud ebet war zeiz ar marv. N'eus diskarg ebet eus an emgann-se, hag an drougiezh ne zieubo ket ar re a berc'henno anezhi.
Ne vo ken eno ur bugel pe ur c'hozhiad n'en devo ket peurc'hraet e zeizioù, rak an hini a varvo oadet a gant vloaz a vo yaouank, met ar pec'her hag a vo oadet a gant vloaz a vo milliget.
Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.