Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.
Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.
neuze, selaouit bremañ komz an AOTROU, nemorant Juda! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Mar troit ho tremmoù evit mont d'an Ejipt, mard it da chom eno,
Moab a oa sioul abaoe e yaouankiz, diskuizhañ a rae war e lec'hidenn, ne oa ket bet taolet eus ul lestr d'egile, n'eo ket aet d'an harlu, evel-se e vlaz a zo chomet gantañ hag e c'hwezh n'eo ket bet cheñchet.