Graet en deus pep tra kaer en hec'h amzer. Lakaet en deus zoken ar beurbadelezh en o c'halon, hep ma c'hellfe an den kompren adalek ar penn kentañ betek an dibenn petra a ra Doue.
gwelet em eus holl labour Doue, ha gwelet em eus ne c'hell ket an den kavout an oberenn a vez graet dindan an heol. Petra bennak ma en em skuizh d'he c'hlask, n'he c'havo ket. Ha zoken ma lavar an den fur ec'h anavez anezhi, ne c'hell ket he c'havout.