19 Ar furnez a ro muioc'h a nerzh d'an den fur eget dek gouarnour a vefe en ur gêr.
An den fur a bign e-barzh kêr an dud kreñv, hag e tiskar an nerzh a oa he fiziañs.
An den fur a zo kreñv, hag an den a gar anaoudegezh a gresk e galloud.
Din-me eo an ali hag an ijin, ar poell hag an nerzh.
Gwelloc'h eo ur bugel paour ha fur eget ur roue kozh ha diskiant, ha na oar ket kemer kuzul.
Rak goloet emeur dindan skeud ar furnez evel dindan skeud an arc'hant, met an anaoudegezh he deus ar gounid-mañ: ar furnez a ro ar vuhez d'an hini en deus anezhi.