Had da c'hreun adalek ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskuizhañ da noz, rak n'ouzout ket petra a zeuio da vat, hemañ pe hennezh, pe hag-eñ e vo an daou ivez mat.
Rak petra bennak ma ra ur pec'her kant gwech traoù fall, e kendalc'h da vevañ; koulskoude me a oar ivez e vo eurvad evit ar re a zouj Doue hag a gren dirak e zremm.
Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
Met gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.