Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 7:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Na vez ket drouk dreistmuzul, ha na vez ket diskiant, perak e varvfes a-raok da amzer?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 7:17
15 Iomraidhean Croise  

David a zistroas da vennigañ e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiñ dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!


Lamet int bet a-raok an amzer, aet eo o diazez gant ur stêr o tic'hlannañ.


Disamm da vec'h war an AOTROU hag e harpo ac'hanout, ne lezo biken an den reizh da vezañ brañsellet.


Doujañs an AOTROU a gresk an deizioù, met bloavezhioù ar re zrouk a vo lamet kuit.


Kemeret ec'h eus da vibien ha da verc'hed az poa ganet din, hag aberzhet ec'h eus anezho da vezañ lonket. Ha re nebeut e oa da c'hastaouerezh?


Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet? Ha re nebeut eo evit ti Juda ober an traoù euzhus a reont amañ? Rak leuniet o deus ar vro gant feulster hag atizet o deus va c'hounnar. Ha setu, e tostaont ur skourrig ouzh o fri.


Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n’en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved.


Met Paol a grias gant ur vouezh kreñv: Na ra droug ebet dit, rak emaomp holl amañ.


Raktal e kouezhas d’e dreid hag e varvas. An dud yaouank a zeuas e-barzh, he c’havas marv, he dougjont er-maez hag he sebeilhjont e-kichen he fried.


Ananiaz, pa glevas ar c’homzoù-se, a gouezhas hag a varvas. Ur spont bras a zeuas war ar re holl a glevas komz a gement-se.


Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.


War-dro dek devezh goude, an AOTROU a skoas war Nabal, hag e varvas.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan