Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 En deiz ar mad, bez laouen, hag en deiz an dristidigezh, taol evezh; graet en deus Doue an eil evel egile, evit na gavo an den netra eus ar pezh a vo war e lerc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 7:14
35 Iomraidhean Croise  

mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet enni, mar pedont o kaout keuz e bro ar re o devo o harluet, o lavarout: Pec'het hon eus, graet hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez,


Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù.


Mat eo din bezañ bet glac'haret, evit ma teskin da reolennoù.


Va zennet en deus eus poull an distruj, eus an toull fankek. Lakaet en deus va zreid war ar roc'h, startaet en deus va c'hammedoù.


An den diskiant a liesa ar c'homzoù, koulskoude ne oar ket an den ar pezh a c'hoarvezo gantañ. Piv a zisklêrio dezhañ ar pezh a vo war e lerc'h?


Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.


Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den.


Avel an avelioù, eme ar Prezeger, pep tra a zo avel.


Gwelet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen gant e oberoù, ar pezh a zo e lodenn. Rak piv en kaso en-dro evit gwelout ar pezh a vo en e c'houde?


ur mare evit gouelañ hag ur mare evit c'hoarzhin, ur mare evit hirvoudiñ hag ur mare evit tripal,


Debriñ a ra e-pad holl zeizioù e vuhez en deñvalijenn, gant kalz a c'hlac'har, a boan hag a hegas.


Rak ne oar ket ar pezh a c'hoarvezo; ha piv a lavaro dezhañ penaos en em gavo?


Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


Skuilhet en deus warnañ e gounnar entanet ha feulster ar brezel, hag e voe tan a bep tu en-dro dezhañ met n'en deus ket komprenet, devet eo bet met n'en deus ket taolet evezh.


Kounnar an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.


Ar gwalleur hag an eurvad, ha ne zeuont ket eus mouezh an Uhel-Meurbet?


Mouezh an AOTROU a gri da gêr, hag an hini a zo fur a zoujo da anv; selaouit ar wialenn, hag an hini en deus gourc'hemennet anezhi.


It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c’homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.


o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.


hag e laouenai gant al Leviad ha gant an diavaeziad a vo ez touez, evit an holl vadoù roet dit ha da'z tiegezh gant an AOTROU da Zoue.


Dre ma ne'z po ket servijet an AOTROU da Zoue gant levenez hag a galon vat e-barzh leunder a bep tra,


Da izelaet en deus ha da lezet da gaout naon, met roet en deus dit da zebriñ ar mann, n'anavezes ket ha n'anaveze ket da dadoù, evit reiñ da c'houzout dit penaos an den ne vev ket gant bara hepken, met penaos an den a vev gant kement a zeu eus genoù an AOTROU.


Anavez eta ez kalon penaos an AOTROU da Zoue a gastiz ac'hanout evel ma kastiz un den e vab.


Ha bez’ ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez’ ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan