Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 7:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Sell ouzh oberenn Doue, rak piv a c'hello eeunañ ar pezh en deus kammet?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 7:13
19 Iomraidhean Croise  

Mar tremen, mar krog, mar dastum, piv a harzo outañ?


Setu e tiskar ha n'adsaver ket, ha pa brenn war unan bennak, ne zigorer ket.


Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,


Ro da skouarn da gement-se, Job, chom peoc'h hag evesha ouzh burzhudoù Doue.


Mar dilam, piv a raio dezhañ reiñ en-dro? Piv a lavaro dezhañ: Petra a rez?


Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur, ha ra vo evezhius ouzh madelezhioù an AOTROU.


Eus genoù ar vugale vihan hag ar magadelled ec'h eus tennet da veuleudi, en abeg da'z enebourien hag evit kas d'ar sioulded an enebour hag an hini disentus.


Ar pezh a zo kamm ne c'hell ket en em eeunañ, hag ar pezh a vank ne c'hell ket bezañ niveret.


Graet en deus pep tra kaer en hec'h amzer. Lakaet en deus zoken ar beurbadelezh en o c'halon, hep ma c'hellfe an den kompren adalek ar penn kentañ betek an dibenn petra a ra Doue.


gwelet em eus holl labour Doue, ha gwelet em eus ne c'hell ket an den kavout an oberenn a vez graet dindan an heol. Petra bennak ma en em skuizh d'he c'hlask, n'he c'havo ket. Ha zoken ma lavar an den fur ec'h anavez anezhi, ne c'hell ket he c'havout.


Rak AOTROU an armeoù en deus divizet, ha piv a harzo outañ? E zorn a zo astennet, ha piv a zistroio anezhañ?


A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c'hell saveteiñ eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c'hello dizober?


An delenn, al lud, an daboulin, ar fleüt, hag ar gwin a zo en o festoù. Ne daolont ket evezh ouzh oberenn an AOTROU, ne welont ket labour e zaouarn.


Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?


Ma ne c’hellit ket eta ober an traoù bihanañ hoc’h-unan, perak oc’h nec’het gant ar peurrest?


Rak lavaret en deus da Voizez: Me a raio trugarez d’an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ.


Neuze e lavari din: Perak e kav abeg c’hoazh? Rak piv a c’hell enebiñ ouzh e volontez?


Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan