Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.
Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.
Setu ar pezh am eus gwelet: un dra vat ha dudius eo evit an den debriñ, evañ ha bezañ laouen, e-kreiz e holl labour en deus graet dindan an heol, e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ, ar pezh a zo e lodenn.
Doue a ro d'un den pinvidigezhioù, madoù hag enorioù, e doare na vank netra d'e ene eus ar pezh a c'hellfe c'hoantaat, met Doue ne lez ket anezhañ da zebriñ diouto, hag un diavaeziad o debro. Kement-se a zo avel ha gwall-zroug.
Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.