Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Rak piv a oar ar pezh a zo mat evit an den en e vuhez, e-pad deizioù e vuhez a avel emañ o tremen evel ur skeud? Ha piv a c'hell lavarout d'un den ar pezh a vo war e lerc'h dindan an heol?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 6:12
28 Iomraidhean Croise  

Diavaezidi ez omp dirazout, hag ostizidi, evel hon tadoù. Hon deizioù war an douar a zo evel ar skeud, ha n'eus esperañs ebet.


Evel ur vleunienn e tifluk hag eo troc'het; evel ur skeud e tec'h ha ne bad ket.


Ma vo enoret e vibien, ne ouezo ket, ma vint disprizet, n'eveshaio ket outo.


rak ni a zo abaoe dec'h ha n'ouzomp netra, hon deizioù war an douar a zo evel ur skeud.


en abeg da'z kounnar ha da'z fulor. Rak va c'hemeret ha taolet pell ec'h eus.


Mont a ran evel ar skeud pa gouezh, kaset on kuit evel ar c'hilheien-raden.


An den a zo heñvel ouzh ur c'hwezhadenn, e zeizioù a zo evel ur skeudenn a dremen.


An AOTROU eo va hêrezh ha va lodenn. Te eo an hini a starta va lodenn.


Evidon-me, er reizhder e welin da zremm. Pa zihunin, e vin leuniet gant da skeudenn.


Profit aberzhoù a reizhder, ha fiziit en AOTROU.


Renkañ a ra ar pobloù dindanomp, hag ar broadoù dindan hon treid.


Betek pegoulz, AOTROU, e kuzhi hep paouez? Hag e flammo da gounnar evel un tan?


An den diskiant a liesa ar c'homzoù, koulskoude ne oar ket an den ar pezh a c'hoarvezo gantañ. Piv a zisklêrio dezhañ ar pezh a vo war e lerc'h?


Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den.


Ha ne vije netra gwelloc'h evit un den eget debriñ hag evañ, ha lakaat e ene da vezañ laouen e-kreiz e labour? Gwelet em eus ivez e teue kement-se eus dorn Doue.


Divizet em eus em c'halon da reiñ va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagañ ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neñvoù e-pad deizioù o buhez.


Gwelet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen gant e oberoù, ar pezh a zo e lodenn. Rak piv en kaso en-dro evit gwelout ar pezh a vo en e c'houde?


Pa vez kalz a draoù, e vez kalz a avel, ha peseurt gounid en deus an den?


Gwelet em eus kement-mañ holl e-pad deizioù va avel: bez' ez eus un den reizh o vervel en e reizhder, hag un den fall o hiraat e zeizioù en e fallentez.


Met ne vo ket a eurvad evit an den fall, ha ne hiraio ket e zeizioù muioc'h eget ar skeudenn, dre ma ne zouj ket dremm Doue.


Rak ne oar ket ar pezh a c'hoarvezo; ha piv a lavaro dezhañ penaos en em gavo?


Evel-se o c'harantez, o c'hasoni hag o c'hoantoù a zo dija marv, ha n'o devo lod ebet biken e kement en em ra dindan an heol.


Bez laouen gant ar wreg a garez e-pad holl zeizioù da vuhez a avel a zo roet dit dindan an heol, e-pad hol zeizioù da avel, rak hennezh eo da hêrezh ez puhez, e-kreiz da labour a rez dindan an heol.


Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.


N’ouzoc’h ket petra a vo warc’hoazh. Rak petra eo ho puhez? N’eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec’h goude.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan