Ha lavaret em eus em c'halon: Erruout a raio ganin evel gant an diskiant. Da betra e talv din bezañ bet furoc'h? Ha lavaret em eus em c'halon ez eo ivez kement-se avel.
Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.
Ne oa ket a ziwezh d'an holl bobl, d'an holl re ma oa e penn anezho. Koulskoude ar re a zeuio da c'houde ne vint ket laouen diwar e benn. A-dra-sur kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.
Rak piv a oar ar pezh a zo mat evit an den en e vuhez, e-pad deizioù e vuhez a avel emañ o tremen evel ur skeud? Ha piv a c'hell lavarout d'un den ar pezh a vo war e lerc'h dindan an heol?