Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ar pinvidigezhioù-se a goll dre un darvoud fall, ha mard eo tad d'ur mab, ne chomo netra etre e zaouarn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 5:14
17 Iomraidhean Croise  

hag a gemeras teñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue. Kemer a reas holl, kemer a reas ar skoedoù aour en doa graet Salomon.


hag e lavaras: En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. An AOTROU en deus roet, an AOTROU en deus lamet. Ra vo anv an AOTROU benniget!


E eost a zo debret gant an ezhommeg, a-dreuz ar spern zoken eo tapet, al laer a lonk e vadoù.


Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez!  Ehan


rak, o vervel, ne gaso netra gantañ. E c'hloar ne ziskenno ket war e lerc'h.


Perak teurel da zaoulagad war madoù na vint ken dizale? A-dra-sur en em raint divaskell evel an erer a nij war-zu an neñvoù.


Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Ur gwall-zroug am eus gwelet dindan an heol: pinvidigezhioù miret gant an hini o ferc'henn evit e walleur.


Evel m'eo deuet en noazh eus kof e vamm, e tistroio en noazh, o vont kuit evel m'eo deuet. Ha ne gaso gantañ netra a c'hellfe kemer en e zaouarn.


Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gêr, met c'hwezhet em eus warnañ. Perak? eme AOTROU an armeoù. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.


Ha piv bennek a vo manet eus da di a zeuio da stouiñ dirazañ, evit kaout ur pezh arc'hant hag un tamm bara, hag e lavaro dezhañ: Laka ac'hanon, me az ped, da vont en unan eus kargoù ar velegiezh, evit debriñ un tamm bara.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan