Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ar Prezeger 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ur gwall-zroug am eus gwelet dindan an heol: pinvidigezhioù miret gant an hini o ferc'henn evit e walleur.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ar Prezeger 5:13
29 Iomraidhean Croise  

Degas a reas gantañ an holl binvidigezhioù. Degas a reas ivez gantañ Lot e vreur, e vadoù hag e wragez ivez, hag ar bobl.


Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.


Gwreg Lot a sellas war he lerc'h, hag e teuas da vezañ un delwenn holen.


A-dra-sur n'anavezo ket peoc'h en e gof, ha ne savetaio tra ebet eus ar pezh o devo c'hoantaet.


Evel-se emañ gwenodennoù an hini a c'hoanta ar gounid dizonest, hag a gollo ene ar re a yelo war e lerc'h.


rak belbi ar re eeun o lazh, ha dibrederi ar re ziboell o c'holl.


Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.


Na labour ket evit bezañ pinvidik, na laka ket da boell e kement-se.


rak ar pinvidigezhioù ne badont ket da viken, hag ar gurunenn ne chom ket a oad da oad.


Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.


Ar pinvidigezhioù-se a goll dre un darvoud fall, ha mard eo tad d'ur mab, ne chomo netra etre e zaouarn.


Gwelet em eus an holl draoù-se, ha lakaet em eus va c'halon da bep labour en em ra dindan an heol. Bez' ez eus un amzer ma ren an den war an den evit e walleur.


En deiz-se e taolo un den d'ar gozed ha d'al logod-dall, e idoloù arc'hant hag e idoloù aour, en doa graet dezhañ evit o azeuliñ.


Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar.


Bez’ e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.


Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan