15 Gwelet em eus an holl re vev a gerzh dindan an heol o vont war-lerc'h ar mab, an eil goude ar roue hag a yelo en e lec'h.
Absalom a rae evel-se da holl re Israel a zeue etrezek ar roue evit bezañ barnet. Hag Absalom a c'houneze kalon tud Israel.
Rak un den a zeu er-maez eus an toull-bac'h da ren, hag un den bet ganet roue a zeu da vezañ paour.
Ne oa ket a ziwezh d'an holl bobl, d'an holl re ma oa e penn anezho. Koulskoude ar re a zeuio da c'houde ne vint ket laouen diwar e benn. A-dra-sur kement-se ivez a zo avel ha poan spered.