Faraon a gasas da c'hervel Jozef, a oa lakaet buan er-maez eus an toull-bac'h. Aotennet e oa, lakaet e oa da cheñch e zilhad, hag e teuas da gavout Faraon.
Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoù hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhañ en eizhvet bloaz eus e ren.
Adsevel a ra ar paour eus ar poultr, tennañ a ra an ezhommeg diwar an teil, evit e lakaat da azezañ gant ar briñsed, hag e ro dezo da hêrezh un tron a c'hloar. Rak peulioù an douar a zo d'an AOTROU , ha lakaet en deus warno ar bed.